Youenn Gwernig


 An toull en nor

Ya
re aes oa
ober un toull
e koad tano da zor
n'hellez ket bout da-un
bout da unan er bed-mañ ken
aet eo da get amzer ar penitiou
ret eo degemer ar reuz a ren er bed
n'heller ken tec'hout neblec'h
an engroez a leugn an den
gant e yud hag e youc'h
en ur bed n'eo bet
morse an den
gwasoc'h
e-un.





Youenn Gwernig (Scaër, Francia, 1925 - Douarnenez, 2006). Poeta, cantautor y escultor.